Team Lotus a oa ur skipailh brudet-tre a rede e Formulenn 1 hag e redadegoù kirri-all. Liammet e oa gant ar saver Lotus Cars, krouet gant ar memes den Colin Chapman. Krog e oa ar F1 e 1958 ha gounezet en doa meur a gevezadeg betek 1994.
O redek 491 Priz Bras en deus gounezet 73 trec'h, 107 plas pol, 7 titl ar saverien ha 6 titl ar vlenierien. Staget eo skeudenn Lotus ouzh blenierien evel Jim Clark, Graham Hill, Jochen Rindt, Mario Andretti pe c'hoazh Ayrton Senna. Gounezet en deus ivez an Indianapolis 500 e 1965 gant Jim Clark. Redet en deus ivez e Formulenn 2, e Formulenn Ford, e Formulenn Junior hag e kirri Sport.
Arabat meskañ gant Lotus Racing ha Team Lotus, ur skipailh savet e 2010 a-benn redek e 2010 ha 2011 gant skoazell Lotus Cars da gentañ, ha deuet da vezañ Caterham F1 Team e 2012 pa oa kollet ar skoazell-se. Arabat meskañ gant Lotus F1 Team, krouet pa oa sponsoret Renault gant Lotus Cars hag adprenet ar skipailh gant Genii Capital.
Kampion a-raok : BRM |
Lotus Kampion bed ar Formulenn 1 1963 |
Kampion war-lerc'h : Ferrari |
Kampion a-raok : Ferrari |
Lotus Kampion bed ar Formulenn 1 1965 |
Kampion war-lerc'h : Brabham |
Kampion a-raok : Brabham |
Lotus Kampion bed ar Formulenn 1 1968 |
Kampion war-lerc'h : Matra |
Kampion a-raok : Matra |
Lotus Kampion bed ar Formulenn 1 1970 |
Kampion war-lerc'h : Tyrrell |
Kampion a-raok : Tyrrell |
Lotus Kampion bed ar Formulenn 1 1972-1973 |
Kampion war-lerc'h : McLaren |
Kampion a-raok : Ferrari |
Lotus Kampion bed ar Formulenn 1 1978 |
Kampion war-lerc'h : Ferrari |
Porched ar Formulenn 1 – Gwelit ar pennadoù hag ar rummadoù diwar-benn ar Formulenn 1 |